Keleier ar vro d'ar Yaou 17 a viz Ebrel 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Yaou 17 a viz Ebrel 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Herri Morvan, ouzhpenn ur c'haner, un den tost ouzh an natur

Kalzig a dud a oa en em vodet e chapel Burtuled evit al lid relijiel, bet lusket, e mesk tud all, gant mouezh ar ganerez Anne Auffret. Anavezet e oa Herri Morvan evit bezañ ar mailh war ar c'han. Met ouzhpenn-se oa. Ur peizant ivez a oa o chom en Bodkol, 'ba St Nigouden. Karout a rae Herri e vro, al loened kement hag ar plantennoù. Laurent Gall, etno-botanour, o chom en Bulad-Pestivien, noa bet tro un nebeud gwechoù da vont da doullañ kaoz gantañ diwar-benn al liamm 'noa gant fleur ar vro. Hag en doa treuzkaset bern traoù dezhañ...

10 vloaz eo ar pik BZH !

Berzh a ra ar pik BZH hiziv-an-deiz, ouzhpenn 13 000 anv domani a implij anezhañ, embregerezhioù ha kevredigezhioù dreist-holl, met ivez strollegezhioù lec'hel hag hiniennoù. Hir e oa bet an hent padal evit gallout implijout ar pik BZH. Muioc'h a ditouroù diouzhtu gant Christian Demeuré-Vallée, sekretour ar gevredigezh.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- 125 000 den o deus ranket kuitaat o annez ha bezañ diblaset e Su Soudan abaoe miz Meurzh hervez an ABU

- Mont a ra war gil gwirioù an dud treuzjener er Rouantelezh-Unanet

- Fellout a ra da IA Meta implijout ho roadennoù prevez war Facebook hag Instagram

- Ne gemero ket perzh ar CFTC en div emvod o tont war reform adreizh al leveoù

- Un eil prosez a vo e fin ar bloaz da varnañ Nicolas Gonidec

- 90 % eus gorpidi teuzerezh Breizh e Kaodan a rankfe mirout o fost labour