Keleier ar vro d'ar Merc'her 16 a viz Ebrel 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Merc'her 16 a viz Ebrel 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.

Klask goût ‘pezh 'oa c’hoarvezet d’ar 15 a viz Genver 2004 ‘ba mor Breizh gant ar Bugaled Breizh. Emañ an UDB o paouez kas ul lizher da brezidant Stadoù-Unanet, Donald Trump, evit ma vo digoret dielloù Stadoù-Unanet hag an OTAN war afer ar Bugaled Breizh. Aet ‘oa ar chaluter ‘oa staliet ‘ba Loktudi d’ar strad ha pemp pesketaer gantañ. Met perak kas ul lizher da Donald Trump bremañ ? Selaouit respont Korentin Gaillard zo kenurzhier ar strollad emrenour.


Bep eil bloaz e vez aozet ur festival benelour gant ur strollad feministezed eus Kerne Izel. An trede darvoud aozet gante eo, goude « Very bad Mother » ha « Kozh ». Ar wech-mañ eo anvet « Chienne » pe « Kiez » ar gouel, a vo dalc'het 'benn disadorn ha disul e Tregon. Kinnigoù arzel, politikel, lennegel liesseurt a vez dalc'hmat. Ar bloaz-mañ e vo troet ar festival war ar galloud en deus bugel-den war al loened. Hag ur plas brav a vo graet d'an dud vouzar ha dall, evel ma tispleg Lou Millour, unan eus aozerezed « Chienne ».

Kaoz e vo ivez eus :

- an darempredoù diplomatek stenn etre Aljeria ha Bro Frañs

- François Bayrou a fell dezhañ arboell arc'hant publik

- obidoù Henri Morvan