Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar beure-mañ gant Erwan Blanchard.
Aet eo Henri Morvan, kaner kan-ha-diskan, d'an anaon
Goude François e 2012 hag Yvon e 2022 e oa aet Henri, breur diwezhañ ar vreudeur Morvan, d’an anaon disadorn, d’an oad a 93 vlez. Paotred o rochedoù karezennet a oa hag a chomo mil vrudet er vro. Oberiant etre 1958 ha 2019, kanet o deus kan-ha-diskan ouzhpenn 3000 gwech àr al leurennoù. An triad a orin deus Sant-Nigouden kostez Kallag, n’oa ivez ur breur, Yves, n’oa kanet ganto er penn-kentañ, hag ur c’hoar, Marie. Aodren Trehin a zo bet o tapout tammoù dielloù da reiñ deoc’h da glevet Henri Morvan. Kaset e oa bet ar pennad-kaoz gant Yann-Ber Gwiader.
Kampionad Europa Gouren ha Back-Hold a vo 'ba Lokournan en dibenn-sizhun-mañ
‘Ba Lokournan, chouk da Vrest, eo e vo bodet war dro 100 gourenerez ha gourener a deu eus broioù a-bep-seurt ‘ba Europa, merc’hed ha paotred ‘ba rummad senior hag espoirs. O prientiñ stank an darvoud ‘neus ket bet eus outañ abaoe 2019 emañ izili skipailh Breizh. Deomp da selaou tri anezho a vo war ar pallennoù a-benn disadorn ha disul. Ha da gentañ selaoump Anaelle Le Piolet, 'zo ezelez eus Skol Louergad-Gwengamp hag o pleustriñ gant Skol Gouren Brest. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.
Da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier :
- Ne gemero ket perzh maered Frañs 'ba konfereñs an arc'hant aozet gant Bayrou
- Goulenn a ra an UDB gant Donald Trump displegadennoù diwar-benn peñse ar Bugaled-Breizh
- Novo 19 setu anv Chadenn dele Ouest-France a-benn ar 1tañ a viz Gwengolo
- Un destenn emglev 'zo bet kaset d'an Hamas gant Izrael
- Stanket eo an tele publik gant ar studierien 'ba Belgrad ha Novi-Sad
- N'eo ket aotreet ken aozañ ar Gay Pride 'ba Hungaria
- Kampion D2 melldroad gouezeleg eo Gaelic Football Bro-Leon