Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier gant Metig Jakez-Vargas
Stenn eo ar jeu ar mare-mañ evit embregerezh Olmix
An embregerezh agro-bouedel-se eus Breizh a fard boued-chatal diwar ar bezhin glas, da skouer. Un embregerezh bras eo : gant 8 lec’h produiñ, 36 is-embregerezh staliet er bed-a-bezh, ha kazi 700 implijad, hervez sifroù prefed Morbihan. ‘Pezh ‘zo, n'a ket mat gant al labouradeg ‘zo staliet e-kichen Pondi ha Loudieg. Hiroc’h vo lâret deomp gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.
Un doenn nevez evit an Dibar
An Dibar a zo staliet ‘ba Plougoñveur abaoe un daouzek ‘loaz bennak. Disadorn ‘noa disachet kalzig a dud c'hoazh. Eno e oa aozet ur fest-noz evit rastellat arc’hant da gempenn an ti… Rak erru ‘eo poent bras en ober ! Klevet ‘vo Gabriel, Wagane ha Maïwen, deus mikro Gwenvael Delanoe Ar berr.
Ha da glevet ivez :
- Goulennet he deus China digant ar Stadoù-Unanet na vefe nullet an taosioù maltouterezh war o froduoù
- 32 den a zo bet lazhet e Ukraina dec'h, e kêr Soumy
- Miliadoù a dud o doa manifestet e Budapest evit ar "Pride Gris"
- Disklêriet en deus Ministr an ekonomiezh e vefe dav d'ar Stad arboell 40 miliard a euroioù e 2026
- Korf ur pemoc'h-gouez a zo bet adkavet war traezenn Grandville en Hilion
- Ur skoazell 6000€ a vo roet d'ar Restos du Coeur e Konk-Kerne gant an departamant goude an tan-gwall