Keleier ar vro d'ar Gwener 11 a viz Ebrel 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Gwener 11 a viz Ebrel 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Ar sizhun dremenet en doa votet departamant Liger-Atlantel e vudjed evit ar blezad 2025.

Lakaat a ra ar Stad gwask ekonomikel àr an holl strollegezhioù lec'hel evit klask arboell un tamm argant. Ha strisoc'h eo neuze ar blez-mañ budjedoù an departamantoù, daoust dezhe merañ o argant en ur mod kempouez. Hag evit tizhañ ar c’hempouez just a-walc'h e vo krennet kani departamant al Liger-Atlantel a 90 milion a euroioù, àr ur budjed 1,5 miliard a euroioù. Skoet bras get an troc’h-se e vo ar c'hevredigezhioù a lak sevenadur Breizh hag ar brezhoneg da vevañ el Liger-Atlantel. Muioc'h a ditouroù get Stefan Geffroy, prezidant Yezhoù ha Sevenadur, aterset get Metig Jakez-Vargas.


Keloù mat ‘zo evit an deskadurezh e brezhoneg ! Digoret e vo un hentenn divyezhek e enezenn ar Gerveur en distro-skol é tonet, e miz Gwenholoñ.

An hentenn vrezhoneg kentañ e vo àr un enezenn. E Eusa e oa bet añseet digor unan un nebeud blezadoù ‘zo met ne oe ket bet ar raktres betek penn. Ronan Postic, kargiad dioren evit Ofis Publik ar Brezhoneg er Morbihan a lar deomp un nebeud gerioù àr ar raktres-se. Emañ é labourat àrnon a c'houde ar blezad 2021.


Ha da glevet ivez:

-Daleet e vo ar gwirioù maltouterezh lakaet e pleustr get ar Stadoù-Unanet.

-Program politikel Friedrich Merz a zo bet sinet.

-Gellet a rahe Bro Frañs anavout Bro Palestine e miz Even.

-Emañ marvelezh ar babiged tamm-ha-tamm àr gresk abaoe blezadoù e Bro-C’hall.

-Dec’h e su Roazhon, e kumun Gwizien eo bet saotret ur gwern e-tal ar Gwilen get pestisidoù.

-Kinnig Europlasma get al lezvarn ar sizhun é tonet evit prenañ teuzerezh Breizh.