Radio Breizh
Kinniget gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.
Kantadoù a dud a oa dec'h n’em bodet 'ba sal Glenmor, 'ba Karaez, da lâr kenavo evit ar wech diwezhañ da Soïg Siberil.
Soïg Siberil, soner gitar ampart a Vreizh-Izel, a oa aet d’an anaon disadorn, da heul ur c’hrign-bev. Dek vloaz ha tri-ugent e oa. Dirak e familh, e vignoned, ha dirak ul lajad a sonerien ha sonerezed e oa bet dalc’het an obidoù. En o zouez e oa Nolwenn Korbell, a anaveze mat anezhañ.
Un uzin chipsoù nevez er vro, peadra da flemmañ kuriusted ar media Splann
Sur-mat eo anavezet ganeoc'h ar merk chipsoù Bret's hag ho peus gwelet dija pakadoù an embregerezh war estajerennoù ar gourmac'hadoù. Abaoe 1995 eo staliet al labouradeg da broduiñ chips Alto e kreiz Breizh, e Sant-Jelan. Tost an hanter eus ar chipsoù debret e Frañs a vez produet eno ha gwerzhet gant ar merk Bret's. Hag a-benn nebeut e vo krouet un uzin nevez er vro. Kement-mañ en deus flemmet kuriusted ar gazetennerez Nolwenn Weiler, a zo bet oc'h enklask evit ar media Splann. Muioc'h a ditouroù gant Metig Jakez-Vargas.
Komzet e vo ivez eus :
- an taosioù maltouterezh en USA hag en UE
- harz-labour e Radio Frañs
- saotradurioù plastik en UE
- Rubby Perez 'zo marvet en ur gwalldarvoud