Radio Breizh

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Politik Europa ar beskerezh@@@ Bruxelles 'zo o prientiñ er mare-mañ ur reform deus politikerezh europa ar beskerezh hag a vo lakaet e plas e 2013. Kinnigoù ar gomiserezh e karg deus aferoù ar mor a lako dilabour ur bern pesketourien. Selouit diouzhtu displegadennoù André Le Berre, prezidant komite Breizh ar beskerezh. Selaou ar reportaj @@@Harz labour er CMB@@@ Goude c'hwec'h devezh diskrog labour, n'eo ket echu o stourm gant implijidi CMB-Arkea 'vit ma 'vefe kresket o goproù. Hiziv 'oa etre 400 ha 500 den o vanifestiñ 'ba sez an ti-bank 'zo er Relecq-Kerhuon. Salaouit Pierre Jubil, dileuriad 'vit ar CFDT @@@Lojeris lise Sant Ivy e Pondi.@@@ « Internat d'excellence » eo skol-lojiñ ar lise a-c'houde an distro skol. Ennoñ vez degemeret tud yaouank o deus diasamanted. Donet a reont ag an IEFPA, an IME kozh, staliet e-tal ar lise. Nathalie Audran a zo kelennerez matematik er lise, kontet deus hiroc'h da Yaëlle ar Mouel. Selaouit 'ta