Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ
Diaesoc’h e vo an traoù get skolioù kentañ derez ar vro ar blez é tonet.
Kalz a glasadoù a vo serret er vro : 16 e skolioù publik departamant Aodoù-an-Arvor, ha 26 en holl. Peadra da fuloriñ ar sindikad kelennourion ha kelennourezed FSU-Snuipp. Hervez ar sifroù ofisiel e vo kazi tri mil bugel nebeutoc’h ar bloaz da dont skoliataet e skolioù akademiezh Roazhon. Hiroc’h a vo lâret get Yann-Reun Tangi, kelennour kostez Treger, hag ezel ar sindikad.
E paouez embann ur video emañ strollad Kreiz Breizh Akademi #10, Son ar Mezvier. Emaint é klask argant a-benn paeañ ar bladenn a vo embannet gete en diskar-amzer. Un digarez evit komz ag ar strollad-mañ, ag al labour bet graet gete abaoe penn-kentañ ar stummadur e miz Genver 2024. An hanter ag ar berzhidi ne oant ket a Vreizh ar wezh-mañ. Ranket o deus neuze splujañ e sevenadur ar vro. Maelle Ausias, a Radio Kreiz Breizh, a oa bet o komz get Eliaz Le Bot, a zo just a-walc'h en dekvet Kreiz Breizh Akademi.
Ma faota deoc'h gouiet hiroc'h àr raktres diwezhañ an dekvet Kreiz Breizh Akademi e aliomp deoc'h monet da selaou doc’h abadenn Kokenn ar Son a zo da gaouit e podkast àr hon lec'hienn Radio Breizh pik Bzh.
Da glevet ivez:
-Un oberezh justis a-stroll doc’h feulsterioù ar polis a zo lañset e Bro-Saoz.
-Rediet e vo bremañ ar c’humunioù edan 1000 annezad lakaat e plas listennoù get ar barelezh etre maouezed ha paotred.
-Strishaet eo ar reolennoù gwir an douar war enezenn Mayotte.
-8,6 million euroioù. Setu ar sammad argant emañ Airbnb kondaonet da baeañ e galv da kumuniezh kumunioù enezenn Oléron.
-Rentañ-kont ar c’homision enklask kaset get ar vodadeg broadel #Metoo e bed ar sevenadur a vo roet hiriv.
-Nac’het en deus Alexis Kolher kemer perzh d’ar c’homision enklask a-ziàr skandal an dourioù melar pe mineral.