Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Ur c'henlabour etre Breizh ha Kembre war an intent artifisiel
Skolveuridi ha stourmerien liesseurt a zo en em gavet asambles a-benn diorren an naouegezh artifisel hag ober ur plas kaer d’ hor yezhoù er bed niverel. O sevel ur c’horpus emaint, ha seul devoc’h ha sur e vo, seul welloc’h vo hor binvioù niverel e brezhoneg. Muioc'h a ditouroù diouzhtu gant Gweltaz Duval-Guennoc, arbennigour dizalc'h.
Setu ouzhpenn daou viz zo bremañ e oa erruet Donald Trump e penn ar galloud en dro.
Ha kaoz a zo bemdez abaoe eus an dudenn bolitikel-se a blant freuz ha reuz e pep tachenn a zo : deskadurezh, politikerezh etrevroadel, endro...Wayne Mockermann a zo ur stad-unanat o chom e Roazhon. 42 vloaz eo eñ, bet eo bet en arme amerikan e-pad 15 vloaz ha war e leve emañ abaoe daou vloaz. Klevomp e soñj war darvoudoù politikel an daou viz diwezhañ er Stadoù-Unanet hag ar pezh en deus skoet anezhañ.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Ouzhpenn 5000 europeanez a rank kuitaat o bro bep bloaz evit galloud difoc'hañ
- Kouezhet eo yalc'hioù ar bed d'an traoñ dec'h
- Divontet eo bet pomp stang Sant-Vio e Tregenneg gant ur strollad tud eus emsavadegoù an douar
- Aet eo Soig Siberil d'an anaon disadorn