Keleier ar vro d'al Lun 7 a viz Ebrel 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al Lun 7 a viz Ebrel 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.



An dibenn-sizhun dremenet e oa bodet miliadoù a dud e Pondi evit gourfenn Kan ar Bobl. Etre disadorn ha disul 'oa bet bern strolladoù o kanañ, o seniñ pe o kontañ. Arzourien brudet pe dianavezet c’hoazh o deus bet tro da ziskouez o barregezhioù war al leurenn. 36 dioñte a oa rannet etre rummadoù disheñvel ‘giz Kan da selaou pe Kontadennoù e Brezhoneg. Selaouomp Maxime Crahé diouzhtu a zo prezidant Kan ar Bobl …

Fenoz da 8e en abadenn "Lenn a-stroll" e ti Skol an Emsav Roazhon e vo lakaet ar gaoz war pennoberenn ar skrivagnerez Naïg Rozmor : Karantez ha Karantez embannet gant Herve Bihan e TIR embannadurioù daou vloaz 'zo. Al levr-mañ oa bet embannet evit ar wech kentañ e 1977 hag en doa graet ur c’hrenn-douar e bed ar brezhoneg. ‘Vel-se he doa lakaet ar gaoz en he barzhonegoù war ar garantez, ar santimantoù kenkoulz hag an darempredoù revel. Koulskoude n’eo ket brudet-tre e Breizh… Setu perak eo bet savet an teulfilm "Naïg ha Me" gant Claire Villalon. Resevet he deus eil priz an oberennoù kleweled e prizioù dazont ar brezhoneg.

Komzet e vo ivez eus :

- bed an arc'hant bras dirollet gant taosoù nevez divizet gant Trump

- bodadeg a-enep diviz ar justis aozet gant ar Rassemblement National

- diplomatiezh etre Bro-C'hall hag Aljeria

- saotradurioù plastek el Liger