Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
D’ar 17 a viz Mae 2025 e vo aozet ur vanifestadeg e Roazhon da vare Gouel Sant Erwan. Degadoù a dud a bed ar c’helenn, ar sonerezh hag ar sevenadur o deus galvet d'ar vanifestadeg-mañ evit ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. Emaint en arvar, ha muioc’h c’hoazh er mare-mañ a gaoz d’ar yalc’hadoù izeloc’h izelañ ha kresk ar frejoù boutin. Selaouomp Lena Louarn he deus galvet get aktourien arall hor yezh hag hor sevenadur d'ar vanifestadeg-mañ.
Gellet a rit kaouit ar sinadeg anvet « Difennomp ar brezhoneg ha sevenadur Breizh » àr ar lec’hienn mesopinions.com. Ar vanifestadeg a vo d’ar 17 a viz Mae e Roazhon, da 2 eur d’enderv e mailh François Mittérand. Lena Louarn a oa bet goulennataet get Anton Burel.
‘Benn disul e vo dalc’het ur staj da zeskiñ sevel pozioù kanennoù e brezhoneg. E Ti ar Vro Gwengamp e vo an darvoud-se. Buhezet e vo get ar c’haner Louis-Jacques Suignard. Plasoù a chom c’hoazh.
20 € eo priz an devezh staj. Mard oc’h dedennet da gemer perzh, kerzhit e darempred get Ti ar Vro Gwengamp. Aozet eo get Ti ar Vro ha Kevredigezh Kanerion ha Sonerion Aodoù an Arvor.
Louis-Jacques Suignard a oa doc’h mikro Gwenvael Delanoe Ar Berr.
Ha da glevet ivez er c'heleier:
-Kreskoù bras a vo lakaet àr ar gwirioù maltouterezh get ar Stadoù-Unanet.
-Kuitaet he deus Hungaria ar lez-varn etrevroal anvet CPI, "cour pénale internationale" e galleg.
-Termenadenn lezennel ar palfors a zo àr an hent da vout cheñchet.
-Ur lezenn 'zo bet votet er vodadeg vroadel da reoliañ staiadur ar medisinourezed hag ar medisinourion en dezerzhioù yec’hed.
-Kondaonet eo Eric Zemmour evit bout nac’het un torfed a-enep an denelezh.
-Ur meeting souten da Marine Le Pen a vo aozet get ar Rassemblement National disul