Keleier ar vro d'ar Yaou 3 a viz Ebrel 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Yaou 3 a viz Ebrel 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.

Takad aerlu mor Lann-Bihoué, kostez an Oriant, a zo krog gant ur programm adnevesaat e girri-nij ha, war’n dro, ar savadurioù a glota gantañ. Un 10 vlez bennak e pado ar chanter. Un enklask publik a zo digoret a-raok ober al labourioù, ma faota deoc’h lenn an holl ditouroù en doser. Posubl eo reiñ e ali betek an 30 a viz Ebrel. Muioc’h a ditouroù get Aodren Trehin.

Bep miz, ‘ba goueled Leon, en em gav asambles un ugent bennaket a vrezhonegerien.ezed evit debriñ merenn asambles. Lein ar miz ‘vez graet eus al lajad-se ganto. Debriñ ha kaozeal asambles eo ar pezh a blij d’an holl anezho. Selaouomp da gentañ Veig ar Rouz zo eus Plouvihan.

Komzet 'vo ivez eus :

- un ospital meret gant an ONU bombezennet e Gaza

- an FDS a yaio kuit eus Alep e Siria

- Feulsterioù e skolaj St Per er Releg