Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar beure-mañ gant Erwan Blanchard.
France Télévision gant Radio France: un eured n'eo ket asantet gant an implijidi
Ul lodenn eus implijidi France Television ha Radio France a oa gant un harzh-labour dec'h. Ur raktres evit sevel un holding anvet « France media » 'zo gant ministrez ar c’hleweled Rachida Dati : sevel un embregerezh evit bodañ an holl vediaoù publik . Dilun e oa bet roet lañs d’ar grev ‘ba Frañs a-bezh ha ‘ba Breizh. Dimeurzh, da greisteiz, e oa bodet implijidi eus France 3 hag Ici Breizh-Izel n’int ket akord gant ar raktres bodañ ar chadennoù tele gant ar chadennoù radio. Selaouomp Chloe Tempereau 'zo kazetennerez gant France 3 Breizh ha Leo Roze 'zo kelaouenner gant Ici Breizh-Izel. Emaint gant Erwan Blanchard.
O tostaat emañ koñkour sonerezh Breizh etre-liseoù!
A-benn digwener e vo dalc’het an abadenn e lise Felix-Danteg, e Lannuon. C'hwec'h strollad a vo war ar renk evit an 20vet kenstrivadeg. Hag evit aozañ an darvoud zo en em lakaet un 40 lisead bennak eus lise Felix-Danteg da labourat a-youl vat. En o zouez emañ Mona Cornic a oa o paouez reiñ ur gentel dañs 'ba trepas al lise p'he deus respontet da goulennoù Gwenvael Delanoe-ar Berr.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
- Dalc'het e vo prosez galv Marine Le Pen e 2026 moarvat
- Astennet eo an operasion "Nerzh ha kleze" 'ba Gaza
- Bro Danmark zo mestrez en he zi : ar vinistrez kentañ a vo 'ba Groenland hudu
- Palforzh: an nann genasant zo 'bal lezenn bremañ
- Implijidi Frañs Labour a oa o vanifestiñ dec'h
- Champion's League Hand paotred: an Naoned- Plock fenoz da 8e45