Keleier ar vro d'ar Meurzh 1añ a viz Ebrel 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 1añ a viz Ebrel 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Ar Rink-Hockey e Plougerne

Meur a zoare 'zo da c’hoari Hockey. Unan 'zo brudetoc’h evit ar re all ‘bar vro eo an Hockey war skorn. A-hend all e c’haller c’hoari hockey war al letonenn ivez. ‘Ba Breizh eo kentoc’h ar Rink Hockey a c’haller c’hoari stank a-walc’h. Kalzig a gleuboù zo ingalet dre ar vro : eus Naoned da gCrehen hag eus Sant-Brieg da Blouneour-Lanvern. Dinan-Keverzh eo ar c’hleub gwellañ ‘zo ‘ba Breizh hag unan eus ar re wellañ ‘ba Frañs. Meur a wech eo bet kampion Frañs ha gounezet Kip Bro-C’hall. ‘Ba Bro-Leon eo daou gleub a gaver : RC Lesneven hag APPR Plougerne. Gwenole Ollivier 'zo o c’hoari gant skipailh senior Plougerne… Muioc’h a zisplegadennoù gantañ… Emañ gant Erwan Blanchard.

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier:

- Marine Lepen ne c’hello ket mont war ar renk en dilennadegoù prezidant e 2027

- Disoc'hoù deus ar c'hren-douar e Myanmar

- Keloù deus ar brezel e Palestina hag er reter kreiz

- Ar prosez etre Bloom ha Rannvro Breizh