Radio Breizh

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@E Sant Nigouden, e kreiz Breizh, zo ur raktres da sevel ur c'hlud yer bras en diavaez.@@@ Pemp mil warn ugent a yer a vehe lakaet àr un dachenn daou zevezh-arad àrn-ugent. Camille Beleg zo e-mesk an dud a ra evit na vo ket ag ar c'hlud-yer mañ er mod m'emañ da vout. Selaou an atersadenn @@@100vet pizzeria Del Arte 'zo 'ba Sant-Martin-war-ar-maez !@@@ Dimeurzh 'oa bet igoret ar restoarant àr an ton bras get Louis Le Duff e-unan, ar PDG, 'neus ouzhpenn mil restaorant ha stal-bara 'bar bed a-bezh. Ur reportaj get Herve ar Beg ag Arvorig FM. Selaou @@@N'eo ket degemeret mad raktres ar multison ba Silieg.@@@ Etre tri mil ha pemp mil a dud vo gortozet 'benn an dibenn-sihun-mañ eno. E-pad tri devezh e vo sonerezh tekno é tassoniñ ba pennher ar voustoer ha pelloc'h sur-walc'h. Serj Moelo, maer ar barrez neus klasket monet enep an darvoud met hrevez ar lezenn emañ an traoù. Hiroc'h neus lâret da Cécile Goualle a RBG. An atersenn @@@Henoazh vo roet lañs da « Reuz er vro » gant tud yaouank an UDB.@@@ Filmoù, prezegennoù... Ha Reuz 'vo lakaet 'ba Brest get an UDB 'benn ar fin? Selaouomp Gwendoline Salaun 'neus graet àr-dro ar brezegenn 'vo disadorn. Get Erwan Blanchard. Selaou