Keleier ar vro d'ar Yaou 16 a viz Genver 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Yaou 16 a viz Genver 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Ne tigoro ket skolioù Mayotte en-dro a-raok fin ar miz

En dibenn sizhun tremenet e oa bet skoet an enezeg gant glaveier puilh ouzhpenn se, hag ampellet eo bet neuze an distro-skol c'hoazh. Dañjerus eo evit ar vugale hag ar gelennerien distreiñ er savadurioù. Selaouomp ali Paskal Tabuteau a zo eil rener ur skolaj e Mayotte.

Serret eo ar restoarant evit ar studierien an UBO Plouzane abaoe dec’h

Re yen eo er savadur eme renerien ar C’hrous. Taran a zo studier eno, Souezhet eo gant ar c’heloù daoust dezhañ goût zo diaesterioù gant ar restaorant…

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Sinet zo bet un harz-tennañ etre Israel hag an Hamas dec'h

- Kreñvaat a ra an epidemiezh grip e Frañs

- Kondaonet eo bet an SAS Kerjean, ur c'hraoù da sevel morc'h e Taole, evit bezañ saotret an natur

- Teuzerezh Breizh e Kaodan a zo en arsav-paeañ abaoe dimeurzh

- Serriñ a raio an embregerezh Entremont e Malastred

- Embannet zo bet un enklask nevez gant Splann. Krignet e vez an arvor gant ar sevel tiez