Radio Breizh

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Tri lec'h senatour zo da gemer er Morbihan.@@@ 'benn disul e vo bouezhet evit chwajiñ senatourion an departamant. Hiziv an deiz emañ dilennet Odette Herviaux ag an tu-kleiz, Joseph Kerguéris ag ar c'hreiz ha Josselin de Rohan evit an tu-dezhoù. Hennezh neus graet e soñj : ne gendalc'ha ket get ar respet-mañ. ///Yaëlle ar Mouel./// Selaouit ar pennad-kaoz @@@Da skol Diwan Landerne gant an Taxi!@@@ War zigresk 'ya ar sikourioù roet gant Kuzul Meur Penn-ar-Bed d'ar gerent a gas o bugale d'ar skol gant transportoù foran. Kerent bugale Diwan Landerne, 'zo o chom pell eus ar skol, 'neunt ranket cheñch mod transport. Echu gant ur c'harr-boutin. E-kerzh an hañv 'neunt kavet un diskoulm. Selaouomp Marie Gourvès, mamm tri bugel eus skol Diwan Landerne. Ur pennad-kaoz gant ///Erwan Blanchard./// Selaouit ar pennad-kaoz