Keleier ar vro d'ar Gwener 08 a viz Du 2024

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Gwener 08 a viz Du 2024

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget gant Gwenvael Delanoe.

Repuidi Palestinian skarzhet kuit eus kamp Rashidiye en Liban

Youenn Jardin, ezel eus kevredigezh AFPS, a displeg deomp penaos eo ar jeu e kamp repuidi Rashidiye, a 'zo o vezañ serret gant arme Israel, en Liban. Kêr Douarnenez a zo, dibaoe 2006, gevellet gant ar c'hamp. Ur pennad kaoz gant Metig Jakez Vargas.

Pladenn nevez Alan Stivell

Deuet eo maez pladenn nevez Alan Stivell, Liberté Roazhon e anv. Ur pennad kaoz gant Anton Burel hag Aodren Trehin.

Kaoz 'zo ivez eus :

  • ar jeu diplomatek 'zo stenn etre Frañs hag Israel

  • manifestadeg micherourien al labouradeg Michelin en Gwened

  • Loc'hañ ar Vendée Globe

  • Lezenn war al lojamañtoù berr-pad