Keleier ar vro d'ar Meurzh 1añ a viz Here 2024

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 1añ a viz Here 2024

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Anton Burel

 

1500 a dud o deus dibunet en Naoned evit unaniñ ar vro 

 

Disadorn ez eus bet dalc’het ur vanifestadeg b’an Naoned evit adunaniñ ar vro, evit kaout ur gwir gallout politikel gant servijoù publik hag evit ar c’hengred etrebroadel. Degadoù a gevredigezhioù hag a strolladoù bolitikel o doa galvet d’ar vanif-mañ. An abeg pennañ a oa neus ket bet a vanifoù evit Naoned e Breizh abaoe 5 bloaz bremañ, hag en deus divizet rannvro Broioù al liger dilemmel an holl yalc’hadoù a veze roet d’ar c’hevredigezhioù sevenadurel breton e Bro Naoned. 1500 a dud o deus dibunet b’ar straedoù, gant bannieloù Breizh met ivez reoù Kanaky, Palestina ha Liban … Annwenn Bricaud a oa e mesk an dud-se hag he deus embannet prezegenn an aozerien e fin ar vanifestadeg

 

Ur pennad-kaoz gant Liza Jakez Vargas deus Radio Naoned

 

Un teulfilm diwar-benn kabitenez bag an Ifremer

 

N’eus ket kalz a verc’hed ‘zo ‘ba penn bagoù, memes ma zo muioc’h-mui anezhe o tont a-benn da dapout ur plas uhel e bed ar vartoloded. Enora Person ‘zo en o zouez, ha daoust d’an diaezamañtoù eo deuet da vezañ kabitenez an Atalante, ur vag skiantel a vez implijet gant an Ifremer. Un teulfim a ‘zo o vezañ savet diwar-he-fenn ar mare-mañ, gant Pauline Le Peculier. Ar sevenourez a zo bet o veajiñ kalzig war-vor, hag evel ma vo displeget ganti dusut, eo un tamm a-drugarez da se ‘doa bet ar c’hoant da sevel ur film war plas ar vaouezed war ar bagoù.

 

Ur pennad kaoz gant Gwenvael Delanoe

 

Ar pennadoù-kaoz zo da selaou AMAÑ

 

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Lu Israel en deus aloubet Liban e-pad an noz

- Emgannoù e Gaza etre milisoù palestinad ha lu Israel

- Krogad Melldroad Salzburg-Brest fenoz