Keleier ar vro d'al Lun 30 a viz Gwengolo 2024

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al Lun 30 a viz Gwengolo 2024

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget gant Gwenvael Delanoe.

Film nevez Ronan Hirrien

"Tomaz, Frankiz hag ar mor"… Diskouezet 'oa ar film bet sevenet gant Ronan Hirrien digwener noz 'ba sinema ar Studio 'ba Brest evit ar wech kentañ. Ur film a gonta planedenn ur moraer yaouank eus bro Brest a fell dezhañ mont da vageal war ar morioù don, Tomaz Andre.

Teatr Piba

Skol veur hañv Teatr Piba 'oa dalc'het 'ba Landunvez e-kerzh an dibenn-sizhun. Un digarez evit an izili eus ar strollad d'en em gavout holl asambles evit ober un tamm bilañs eus an oberezhioù zo boulc'het ha da gomz diwar-benn an dazont. Unan eus raktresoù bras ar strollad c'hoariva zo staliet 'ba Brest eo "Phōnē : Giving minority languages a voice".

 

Kaoz 'zo ivez deus :

- trec'h an tu-dehoù pellañ en Aostria

- Marine Le Penn hag ar Rassemblement National dirag ar justis

- Nicolas David hag Enora Aveline, trec'h war velo kross