Keleier ar vro d'ar Yaou 19 a viz Gwengolo 2024

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Yaou 19 a viz Gwengolo 2024

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget gant Gwenvael Delanoe.

Ur poent war skolioù Divaskell

An hanter eus ar skolioù divyezhek a zo strollet er gevredigezh-se. Labour Gwenegan Caouissin eo astenn an deskadurezh katolik divyezhek e Breizh ; e brezhoneg pe e gallaoueg, ha bodañ ar familhoù. Greomp ur poent gantañ war an distro-skol.

 

Ul levr gant Emile Grandville

Peseurt sell kaout war ar gevredigezh a-vremañ ? Embannet zo bet ul levr en brezhoneg nevez zo gant Emil Granville. Displegañ a ra e soñjoù war sujedoù politikel liesseurt a c’hoarvez b’ar vro en e levr anvet Poentoù Diflach, selaouomp anezhañ diouzhtu

 

Komzet e vo ivez eus :

- daou zen yaouank lazhet en Kanaky e-kerz un oberenn graet gant ar polis

- stourm a-enep d'ar prizioù uhel en Martinik

- Scot broioù kornog Kreiz Breizh

- saotradur ar P-Fas en dour-kêr