Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c‘heleier mintin-mañ gant Yuna Kojan.
Glenn Pluskelleg, unan eus deskarded gwellañ Frañs war ar bravigerezh
Ur sujed un tamm disheñvel bremañ rak kaoz a vo eus bravigerezh pe bizaouerezh, ur vicher ral. Ur bloaz warn-ugent eo Glenn Pluskelleg hag entanet-tre eo gant e labour. Eus Douarnenez eo an den yaouank ha gounezet en deus nevez 'zo priz gwellañ deskard Frañs war ar bravigerezh. Resevet en deus ur priz gant ti-kêr Douarnenez ar miz tremenet evit e labour.
Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas.
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :