Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c‘heleier mintin-mañ gant Yuna Kojan.
Jamaika : Bro an atleterezh
E Jamaika e ra berzh spontus ar redadegoù tizh, dreist-holl ar c’hant metr ha daou gant metr, muioc'h evit ar mell-droad zoken. Hag an darn vrasañ ag ar medalenndoù bet gounezet gant ar vro-se... Seizh medalenn ha pevar-ugent diwar eizh medalenn ha pevar ugent bet gounezet en holl er c'hoarioù olimpel gant Jamaika ur seurt, a zo medalenndoù atleterezh !
Selaouomp Melena Helias, kazetennerez war ar sportoù a zo o chom eno abaoe meur a vloaz.
Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas.
Da selaou en ouzhpenn er frapad-keleier-mañ :