Radio Breizh
Ar c’heleier zo bet kinniget deoc’h get Yuna Kojan.
Bed an embann : levr faltaziek nevez Loeiza an Duigou
Petra nevez e bed an embann ? Un abadenn lennegel oe savet e Kastellin da vare staj KEAV Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion. An abadenn aozet gant KEAV a oe anvet Al Levraoueg Veur, un heklev da abadenn Frañs 5 lusket gant Augustin Trapenard. War ar leurenn o deus bet tro da zaou skrivagner ha div skrivagnerez kaozeal diwar-benn o oberennoù hageur lennegezh vrezhonek dre-vras… Lusket eo bet an abadenn get Anton Burel. Yann Bijer, Goulc’han Kervella, Nolwenn Korbell ha Loeiza an Duigou a oa bet pedet gant KEAV. Loeiza an Duigou justamant a zo é paouez embann ur levr e ti Al Liamm anvet Kali Torrdent, ur romant evit ar grennarded a gonta istoer ur morlaerez, selaouomp ar skrivagnerez diouzhtu.
Tro po da gavout he levr diwezhañ Kali Torrdent e levrdioù ar vro pe war lec’hienn Kuzul ar Brezhoneg, gallout a rit ivez selaou he audiolevrioù war lec’hienn Heklev podkast hag ema digoust.
Un atersadenn get Anton Burel
Selaouit an holl pennadoù-kaoz AZE.
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :