Keleier ar vro d'al Lun 8 a viz Ebrel 2024

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al Lun 8 a viz Ebrel 2024

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier gant Metig Jakez-Vargas

 

Manifestadeg a-enep d'ur greizenn Thalassoterapiezh e bro An Oriant

Gwisket ar vanifesterien ha manifesterezed gant saeoù kibellañ, lunedoù heol, sandalennoù ha serviedennoù… Posupl oa gwelet kibelloù o ruilhal war ar straedoù ivez ! Da heul galv ar strollad « Stop Thalasso » oa gwisket ar vanifesterion mod-se evit ober goap deus ur raktres thalassoterapiezh en Arvor, e Bro an Oriant. Ar raktres zo douget gant an embregerezh « Relais Thalasso ». Ganti e vo savet poulloù-neuial hag ul leti bras gant ur parklec'h war parkeier labour-douar. Ouzhpenn 200 den o doa manifestet neuze… Evel Chistophe Nikol.

Ur reportaj gant Yuna Kojan

 

Nozvezh filaj Sant Bartelame e Baod

Eno e teuer da ganañ pe da soniñ, kontet vez istorioù gwir… pe get ! Skipailh Kan ar Bobl en deus savet ur filaj, disul, e Sant Bartelame, e Bro Vaod. Ne oa ket ur c’henstrivadeg, tamm ebet ! Un tañva ‘oa da c’hortoz gourfenn ar c’honkourioù e Pondi, a-benn ur sizhun. Deomp da heuliañ ar filaj gant Monique Ar Vourc’h, oa aze da enrollañ an dud…

Ur reportaj gant Yuna Kojan

 

 

Ha da glevet ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

 

- Kuitaet he deus an arme Israelian kêr Khan Younes dec'h e Gaza

- Aet eo ar maout gant Peter Pellegrini e dilennadegoù prezidant Slovakia

- Tregontvet deiz-ha-bloaz gouennlazh an Tutsi e Rwanda e oa dec'h

- Dedennet e vefe industriezh ar vengleuzerezh gant kumunioù ar Morbihan

- Ur gerig war ar sportoù

 

Kavit an holl reportajoù AZE