Keleier ar vro d'ar Gwener 5 a viz Ebrel

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Gwener 5 a viz Ebrel

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet an abadenn evit beure gant Erwan Blanchard

Prest eo skipailh KLT evit degemer degouezh ar Redadeg d'ar 25 a viz Mae.

D’ar 25 a viz Mae en em gavo an 9vet Redadeg ‘ba Montroulez ! Ar Redadeg eo ar c’hours a bep eil ‘ra tro Breizh ‘vit rastellat arc’hant ha skoazell Diwan ha kevredigezhipoù a zo o labourat ‘vit ar brezhoneg. Savet war batrom ar C’horrika ‘ba bro Euzkadi, ur c’hours ‘vit an Euzkareg. Abaoe eo lanset ar Redadeg e 2008 zo bet profet 500 000 euro da rouedad skolioù Diwan ha tost 450 000 euro d’ar c’hevredigezhioù. Ur sapre taol kaer memestra ! Rannet eo ar c’hours dre gilometroù a c’haller prenañ ha galoupat evit dougen ar vazh test zo digoret devezh an degouezh. Enni e kaver un destenn ‘vit ambroug an nen da vont ha da gomz brezhoneg. Loc’hañ ‘raio ar Redadeg eus Plogo d’ar 17 a viz Mae hag ez treuzo ar 5 departamant eus Breizh. Gant skipailh KLT eo aozet degouezh ar Redadeg d’ar 25 a viz Mae, war an ton bras… Jo Kalvez prezidant KLT, ar bloaz mañ eo tem an treuzkas, treuzkas ar brezhoneg ‘vo lakaet war wel… Ur reportaj gant Erwan Blanchard.

 

Padrig ar Goarnig, mansoner ha kempenner mogerioù kozh!

Patrig ar Goarnig a zo mansoner, krouet en deus e embregerezh anvet Breizhbev. Er mare-mañ e labour e Melwenn war chanter ur voger maen a oa o kouezhañ en e boull, er vourc'h, e straed ar Budoù. Roud diwezhañ maner kozh Kerankalloc'h eo ar mogerioù-se, tri metrad uhelder anezho, hag enskrivet int er monumantoù istorel. Ober a ra Patrig ar Goarnig hag e deskarded gant un teknik ispisial evit adkempenn anezho, chom hep diskar ar voger a reont. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier:

- Dilennadegoù prezidant zo 'ba Slovakia

- O tibennañ ar melestradurezh emañ Milei 'ba Arjentina

- Divodet eo bet ar stroll eus Roazhon Défense collective gant gouarnamant Bro-C'hall

- An izili eus Sémahore o deus divizet paouez da vanifestiñ ouzh ar bagoù touristel bras a deu da gaeañ 'ba Douarnenez

- Serret eo restaorant Kergoat evit ar studierien 'ba Brest

- Dibabet eo Cecilia Berder gant skipailh Frañs klezeata evit ar JO 2024!

 

Ar pennadoù-kaoz a c'haller selaou amañ