Keleier ar vro d'ar Yaou 4 a viz Ebrel 2024

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Yaou 4 a viz Ebrel 2024

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas.

 

C’hoari zo lakaet gant ar moc’h-gouez ‘ba Breizh!

Kalz muioc’h anezho zo abaoe dek vloaz. Diaesterioù a zegas ar moc’h-gouez d’an dud zo o chom war ar maez. Dañjerus kaer e c’hallont bezañ war an hentoù. Met, ar beizanted eo ar re o deus afer ganto. Dav eo dezho gouzañv an distruj zo graet ganto ‘bar parkeier. E kreiz ar sizhun mañ ‘oa aozet un daol-grenn ‘ba Brenniliz gant Konfederation ar beizanted, evit lakaat ar gaoz war ur gudenn zo brasoc’h brasañ. Displegadennoù gant Julien Taleg zo mouezh aotreet ar sindikad peizanted.

Un atersadenn gant Erwan Blanchard

 

 

Teir danevell a zo bet priziet gant Ti ar Vro Kemper

An trede gwech e oa d'ar gevredigezh aozañ ar genstrivadeg-mañ, digor d'an holl. Ha dav e oa d'ar berzhidi skrivañ un istor war tem ar c'hoarioù olimpel an taol-mañ. Muioc'h a ditouroù gant Clélia Steczuk – Ansquer, eus Ti ar vro Kemper.

Pennadoù-kaoz gant Metig Jakez-Vargas

 

 

Da selaou ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

- Votet zo bet ul lezenn e Israel a aotre ar gouarnamant da serriñ ar chadenn Al Jazeera

- Lazhet zo bet seizh den eus un aozadur nann gouarnamantel dengar e Gaza

- Digoret zo bet un enklask a-enep da dilennidi tolpad-kêrioù an Havr Nevez

- Tamallet eo an DJ Arnaud Rebotini a feulsterioù seksel digant seizh maouez

- Tamallet eilmaer Brest, Hosny Trabelsi, a feulsterioù seksel eñ ivez

- 1,7 € a zo bet dastumet gant ar Stad da heul teknival aerborzh Kemper

- Divodet zo bet ur strollad eus an tu kleiz pellañ roazhonad

- Trec'het eo bet skipailh mell-droad Roazhon gant ar PSG

 

 

Kavit an holl reportajoù AZE