Keleier ar vro d’ar Merc’her 3 a viz Imbril 2024

Radio Breizh

Keleier ar vro d’ar Merc’her 3 a viz Imbril 2024

Gouzout muioc'h diwar-benn

Ar c’heleier zo bet kinniget get Yuna Kojan.

 

Ur rave party bras oe dalc’het e Kemper

Muioc’h aveit 10 000 « raver » ‘oe en em gavet e Kemper e-pad an tri devezh dibenn sizhun ! Ur pezh mell gouel ‘oe aozet àr aerborzh Plugun. Un digarez da riboulat, sur deoc’h, met ivez d’ar re yaouank a blija dezhe ar sonerezh tekno hag ar free party da embann e faota dezhe kenderc’hel da aozañ seurt gouelioù ! E kerzh ar mizioù tremenet eo bet strishoc’h evit kustum ar gwask lakaet àr ar bed se. Se zo kaoz eo muioc’h evit 8 mil 7 kant tell-kastiz a gant pemp euro ha tregon zo bet ingalet e-kerzh ar week-end mañ… Ur seurt‘ oe gortozet mat an darvoud sonerezh gant ar re yaouank… Selaouomp Jozef, ‘oe er Rave a-hed ar week-end.

Un atersadenn get Erwan Blanchard.

 

Kan ar bobl a glaska tud a-youl vat !

Gourfenn bras Kan ar Bobl vo dalc’het ar miz-mañ ! Sonerion, sonerezed, kanerion, kanerezed ha konterion ha konterezed… Ur bochad tud vo bodet e Pondi d’an 20 ha d’an 21 a viz Imbril.

A-houde ur blez hag hanterkant ema ar festival o lakaat glad Breizh da vevañ, a-drugarez da dud a voloñte vat !

Konkourioù a bep seurt vo savet a-hed daou devezh… Hag ar Sul 'vo skolidi àr ar leurenn ! Ur prantad dreist-ordinal ha frommus ema Kan ar Bobl evit ar ganerion, ar vugale… pe an dud a-youl vat memes… Selaamp Gwenn Voc’h, e aozadur Kan ar Bobl.

Kavit ar programm war kan-ar-bobl.bzh

Un atersadenn savet get Yuna Kojan.

 

Kavit ar reportajoù AZE.

 

 

Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

  • Ur c’hren douar zo bet e Taïwan
  • Ar balestinaned a faota bout ur stad ezel ag an ONU
  • Lezenn ar labour-douar vo kinniget da guzul ar vinistred
  • Eil-gourfenn kip Bro C’hall ar melldroad vo savet henoazh : Roazhon-PSG
  • Alicia Toublanc, choarierez Brest Breizh Handball zo gloazet