Keleier ar vro d’ar Yaou 28 a viz Meurzh 2024

Radio Breizh

Keleier ar vro d’ar Yaou 28 a viz Meurzh 2024

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c’heleier get Yuna Kojan

 

Ur raktres ‘zo da sevel ur skol Diwan e Bubri !

Sevel ur skol Diwan e Bubri zo c’hoant Marion, ur plac’h ag ar vro !

E-raok oe é chom en Oriant met ret oe dezhi dilojañ e Bubri. Ur mab he deus ha faot a ra dezhi vehe lakaet ar brezhoneg en o divskouarn er skol ! Ur raktres zo bet ganet e penn ar vamm : sevel ur skol Diwan !

Selaamp Marion dorthu, displegañ a ra damp perak e faota dezhi digor ur skol Diwan e Bubri… Ma faota deoc’h kemer perzh er raktres-mañ evit ma vehe savet ur skol Diwan e Bubri e c’hallit monet e darempred get Marion, dre vel : [email protected].

 

Tro Bro Lesneven : ur c’hours brav ‘vo e Bro Leon !

Daou zevezh kours àr varc’h-houarn ‘vo e bro Lesneven ‘benn fin ar sizhun… Tro bro Lesneven-Aodoù ar mojennoù zo bet krouet pemp plez àrn ugent 'zo evit kas rederion dre hentoù hanter noz Bro-Leon. Savet eo ar redadeg get tri dennad evit an amatourion zo e-touez ar re wellañ e Frañs. Met aozañ koursoù àr daou zevezh zo ur sapre labour. Diaesoc’h diaesañ eo kaout tud yaouank evit kemer àr o chouk sevel darvoudoù seurt se. Redadegoù zo zo aet diàr wel e-kerzh ar bleadoù tremenet èl ar cyclo-cross e Lanarvili da skouer. Afer zo tud nevez evit kas an troc’h e bed ar sport àr velo neuzen. Deuet eo a-benn André Kerriou, ‘neus krouet an TPLCL, da gavout un den da vonet war ar plas a brezidant. Ur plas ‘neus dalc’het ‘pad pemp plez àrn ugent.

Ludovic Berder an hani eo. Eñ zo é ren àr planedenn an TPLCL bremañ. Laouen eo André Kerriou bout kaset ar bazh-valan da brezidant Kleub Velo Bourc’h Wenn… Setu ‘pezh ‘neus displeget da Erwan Blanchard.

Triwec’h skipailh ‘vo o loc’hañ ar c’hours ‘benn disadorn da geñver an tennad etre Kerlouan ha Kernoues. D’ar Sul beure eo ur c’hours doc’h an eurier dre skipailh zo kinniget etre Lesneven Lanhouarne ha Lesneven. An tennad diwezhañ ‘vo kaset goude kreisteiz etre Lesneven ha Lesneven.

 

Kavit an holl reportajoù AZE.

 

Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

  • Ur reform ouzhpenn vo savet àr an asurañs dilabour
  • Votet eo bet get Korsika ur raktres da vout emrenn
  • Ur label zo bet roet da Bark rannvroel Arvorig get an UNESCO
  • Aet eo ar maout get Brest Breizh Handball enep Dijon