Radio Breizh
Talañ eus gevezerezh graet gant ar chalotez hadet !
Produerion chalotez fouret a vreizh zo o stourm evit sevel un IGP, Indication Géographique Protégée, evit gwareziñ o chalotez.
Muioc’h a zisplegadennoù get Bernard Cadiou zo prezidant ar Stroll evit ar chalotez hengounel a vreizh ha produer e Lesneven. Get Erwan Blanchard emañ.
Roet eo anv Fidan « Rojbin » Dogan d'ur skwar e Roazhon
E karter nevez ar c’hoad Perrin e Roazhon eo bet roet anv Skwar Fidan « Rojbin » Dogan deus skwar ar c’hoad Perrin. Un digarez eo evit kêr Roazhon enoriñ ar stourmerez gurd.
Gael Le Ny, kenbrezidant kevredigezh Keneildedoù Kurd Breizh oe doc'h mikro Anton Burel.
Selaouit an holl pennadoù-kaoz amañ.
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
Keleier kinniget deoc'h get Yuna Kojan.