Keleier ar Vro d'ar Meurzh 9 a viz Genver 2024

Radio Breizh

Keleier ar Vro d'ar Meurzh 9 a viz Genver 2024

Gouzout muioc'h diwar-benn

Un ti magouri e brezhoneg en Oriant !

Ar gevredigezh o tougen ar raktres a vank dezhi kavout ul lec'h c'hoazh. Selaouit Séverine Inkermann AMAÑ.

Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan.

 

Skarzhet Roazhon deus Kib bro C'hall Basket, mez brav voe ar c'hrogad !

Selaouit rentañ kont ar c'hrogad Roazhon-Nancy gant Anton Burel, AZE.

 

Ha da vezañ klevet er c'heleier-mañ en ouzhpenn :

- Roet he deus Elisabeth Borne he dilez goude 20 mizvezh evel kentañ ministrez ha 23 implij an 49-3.

- Barnet e vo adalek hiriv an tri foliser bet gwlazet Theo Luhaka seiz bloaz zo.

- Palestin : bez emañ ANtony Blinken e Israel evit goulenn paouez gant al lazhadeg siviled

- -6°C a c'hellfe ober e Breizh hiriv

- Votiñ a raio Loic Chesnais Girard evit Raphael Glucksmann en dilenadegoù Europad