Keleier d'an 13 a viz Gwengolo- 8e30 beure

Radio Breizh

Keleier d'an 13 a viz Gwengolo- 8e30 beure

Gouzout muioc'h diwar-benn

Skoet eo Moroko gant ur c'hrenn-douar: soñj Youn Gourves, bet medisin ha bet o kas ur studiadenn 'ba Menez Atlas. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.

Brezel ar parkeier! Setu tem an enklask nevez kaset gant Julie Lallouet zo o paouez bout embannet gant ar media dizalc'h. Muioc'h a displegadennoù gant Juliette Cabaço-Roger, unan eus gopradezed Splann! Emañ gant Maelle Ausias en RKB.

Ar reportajoù zo da selaou amañ

Ha da selaou ouzhpenn:

- Ur vaksin evit soigniñ gwelloc'h krign-bev ar skevent zo bet savet gant ur Start-Up eus an Naoned.

- Stenn zo 'ba Sant-Brewenn 'ba Liger-Atlantel gaozen da dud an tu dehou pellañ.

- Lakaet eo diaes sal konsertoù hag arvestoù an Hydrophone 'ban Oriant.

- Un tamm sell war ar sportoù: Surf Junior Pro 'zo 'ban Dorchenn betek disul!