Keleier ar vro d'ar Merc'her 7 a viz Even da 8e30

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Merc'her 7 a viz Even da 8e30

Gouzout muioc'h diwar-benn

un devezh stourm ouzhpenn ouzh adreizh al leveoù

Ar 14vet devezh stourm a enep da reform adreizh al leveoù a oa dec'h. Erwan Blanchard a ro da glevet deomp mouezhioù ar vanifestadeg.

 

A-benn bloaz e vo lidet 100 bloaz harz-labour ar friturioù

Abadennoù e leiz a vo e Douarnenez tro-dro d'an darvoud-se. Selaouomp ouzh Olivier Dussauze a gont deomp hiroc'h.

 

Holl reportajoù Keleier ar Vro a  c'heller klevout AZE.

 

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Lakaet oa bet da darzhañ stankell-dour Kakhovka e Su Ukrenia dec'h

- Kaset e vo Ministr al Labour dirak al lez-varn e miz Du

- Ur steuñv a oa bet embannet dilun gant Elisabeth Borne evit talañ ouzh enkadenn al lojeiz

- 15 stourmer ha stourmerez evit an endro a zo bet harzet dilun

- Kelennet e vo ar berbereg e bro Maroko er skol-kentañ derez

 

Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas