Keleier d'ar 05 a viz Even- 8e30 beure

Radio Breizh

Keleier d'ar 05 a viz Even- 8e30 beure

Gouzout muioc'h diwar-benn

Bout emren war gaz e Breizh gant ar metanaat? Manifestet e oa e Pondi en dibenn sizhun mañ

Evit Strollad sokialour Breizh eo ar metanaat un diskoulm evit emrenerezh Breizh war ar gaz. Koulskoude n’int ket a-du an ekologourien en o mesk Bretagne contre les fermes usines, dour ha sterioù Breizh, staoterion glifozat hag ur strollad Soulèvements de la Terre a Gemperle ivez. Etre 150 ha 200 deusoute neunt dibunet e Pondi a-enep ar metanaat. Hervez ar c’holektifoù neus nemet 0,9 dre gant deus ar gaz a teu deus ar metanaat, n’hallo ket kemer plas ar gaz enporzhiet neuze, Gaetan Duval ha Patricia Riou a gonto deomp petra eo kudenn ar metanaat … Ouzh mikro Enora Molac e RBG emaint.

 

Marivon Vras lakaet war wel gant Marthe Vassalo

E Iliz Sant Pêr e Sant Pêran ‘heus bet dalc’het un darvoud dreistordinal evit ar barroz dec’h da noz, un abadenn gant Marthe Vassallo. Sant Pêran zo ur gumun bihan etre Moñforzh ha Plelann-Veur, da lâret eo e bro bourp e kôrnog Roazhon. Pedet eo bet ar ganerez eviti da ginnig da dud ar vro he abadenn anvet Marivonne la Grande, Marivon Vras. En abadenn he deus kontet buhez Marivonne le Flem gant meur a ganaouennoù Marivonne bet dastumet gant Anatol ar Bras ha Maurice Duhamel e Porzh-gwenn lec’h ma oa o chom. Kontadennoù ha gonte en un doare pozitivel krizder ar vuhez … Ur pennad-kaoz gant Anton Burel.

Da vout klevet er c'heleier:

- Devezh stourm ouzh adreizh al leveou a vo warc'hoazh

- 10 vloaz zo oa bet lazhet Clement Meric gant skinheads

- Traktou niverel neo nazi kaset da 15 maer 'ba Penn-ar-Bed

- Stenn zo 'ba Senegal 

- Lanset eo an enepargadenn 'ba Ukrenia?

- FC an Naoned a chomo e lig 1melldroad evit ar bloavezh 2023-2024

Kinniget eo an abadenn gant Erwan Blanchard