Radio Breizh
- Manifestadeg e Roazhon a-enep Adreizh ar retred
N’eo ket echu ar stourm a-enep adreizh ar retred. Dec’h zo bet dalc’het ur vanifestadeg e Roazhon a-enep reform al leveoù. Nebeutoc’h a dud a oa o vanifestiñ evit gwec’hoù all, 500 den a oa war ar straedoù memestra ha mennet da enebiñ ouzh ar reform. Jeanne zo stourmerez al luskad sokial e Roazhon
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
- Gouel Broadel ar brezhoneg e Langoned
Gouel Broadel ar Brezhoneg zo ur sapre gouel a vo e Langoned eus ar 30 a viz even d'an eil a viz Gouere. Ur fest aozet gant Mignoned ar Brezhoneg, Raok ha gant perzh kevredigezhioù eus Langoned. Solenn Goiset 'deus lâret deomp hiroc'h diwar-benn an emgav yezhoù-se.
Un atersadenn gant Gaelle Larvol
Holl reportajoù Keleier ar Vro da selaou AZE
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Ukraina en OTAN ?
- Ron De Santis war ar renk en dilennadegoù prezidant e Stadoù-Unanet
- Manifestadeg e Sant Brewenn a-enep an tu-dehou pellañ.
- Tud hep ti nag aoz a vo degemeret e Bruz hag e Menezgervant