Keleier ar vro d'ar meurzh 4 a viz Ebrel - 8e30 beure

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar meurzh 4 a viz Ebrel - 8e30 beure

Gouzout muioc'h diwar-benn

Higa, pedervet kejadenn etrevroadel an dud yaouank a gomz yezhoù minorelaet

Morgane Lincy-Fercot, a zo e-mesk aozerien hag aozerezed an emgav, a gomz deomp eus an devezhioù-se a vo e Gasteiz en Euskal Herria e miz Gouere 2023 (Pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas).

 

Gwerzh levrioù brezhonek e Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK) Sant-Ervlan

Brendan Gwilhouzig-Gouret a gomz deomp eus an darvoud a oa bet d'an 18 a viz Meurzh e-skeud mizvezh ar brezhoneg (Pennad-kaoz gant Anton Burel).

 

Holl reportajoù Keleier ar Vro zo da selaou AZE.

 

Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :

- Stankadegoù ha silañ an tremeniri a-enep reform ar retredoù

- Seziset ar C'huzul-Stad evit pezh a sell niverenn anavezout mevelien an urzh

- Enklaskoù diwar-benn tu teñval an "agrobusiness"

- Bec'h lakaet war Kengevread ar Beizanted gant an FNSEA

- Ar besketerien hag ar chaluterezh e strad ar mor en tachadoù gwarezet

- War-gresk ec'h a budjed an arme c'hall

- E pleustr emañ al lezenn Rist abaoe deiz kentañ miz Ebrel

 

Keleier kinniget gant Tomaz Laken