Radio Breizh

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Un hanter bost muioc'h 'ba skol Divyezhek Rostren@@@ Dec'h 'oa distro skol hag evel bep bloaz diaezamantoù a-blasoù abalam' d'ar re nebeud a bostoù mistri-skol. E Rostrenn, e kreiz Breizh, 'oa bet staget ganti er skol-vamm divyezhek gant seizh bugel ha tregont en ur c'hlasad pevar live dec'h beure. Gant Fulup Gwern, ar skolaer, deomp. ///Deus mikro Tugdual Karluer./// @@@Ul lojeiz nevez evit Diwan Lokournan@@@ En tu all eo laouen kerent bugale Skol Diwan Lokournan gwelout o bugale 'ba ur skol nevez. Un darvoud gortozet 'vel ma lavar Carole Le Bail, renerezh ar skol, deomp. Deus mikro Erwan Blanchard. Selaou ar reportaj