Keleier ar vro d'al lun 27 a viz Meurzh 2023 - 8e30

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al lun 27 a viz Meurzh 2023 - 8e30

Gouzout muioc'h diwar-benn

- Ar stourm a-enep ar poulloù-dour ramzel e Sainte Soline e Poatev

Ur pezh manifestadeg a oa bet disadorn er Poatev da zifenn an dour. Abaoe dibunadeg vras Sainte-Soline e miz Here tremenet e tasson ar stourm a-enep ar megabasinoù er Frañs a-bezh. Met ivez dre ar bed ! Stenn oa bet an traoù disadorn ha niverus an dud gloazet ...Tomaz Laken en doa gallet pellgomz da Odile, manifestourez, pa oa disoc'h ar vanifestadeg e fin an abardevezh...

- Trok ha Plant e Kallag

Un toullad brav a dud a oa deuet disadorn da sal gouelioù Kallag da drokañ hadaj ha plant ! Un hanter-devezh da gomz eus al liorzherezh, eus an natur ha da gaout un tamm dudi o kaozeal an eil re gant ar re all dreist-holl ! Ur reportaj gant Tomaz Laken

 

Reportajoù keleier ar vro a c'hellit adkavout AMAÑ

 

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Armoù nukleel taktek russian e Belarus

- Stourm a-enep Adreizh ar retred

- Kresk ar feurmiñ lojeiz rannvloazhiat e Bro Gerne

- Eil devezh tro skarzhañ Euro 2024

 

Keleier kinniget gant Anton Burel