Keleier ar vro d'al lun 20 a viz C'hwevrer - 8e30 beure

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al lun 20 a viz C'hwevrer - 8e30 beure

Gouzout muioc'h diwar-benn

Sac'het e chom budjed yezhoù Breizh kontrol d'ar pezh a oa bet prometet

Soñj Stéphanie Stoll, koñsailherez er strollad Ni Breizhiz, goulennataet gant Anton Burel, da selaou AMAÑ.

 

Bec'h d'ar Redadeg 2024 e Bro Gwened !

Emvod fenoz da 6e e Pleuwigner d'aozañ tremen ar Redadeg er vro. Hiroc'h gant Cyril Lelong, kenurzhier ar Redadeg, ouzh mikro Yuna Kojan AMAÑ.

 

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Kerzhadeg wenn e Brest da rentiñ enor da Héléna Cluyou

- Kevredad 22 ar C'hapeb a-enep adreizh ar sistem retredoù

- Difennet tostaat d'an dour kostez Penmarc'h abalamour d'ur plankton pistrius

- Ur steuñv distruj bagoù digant ar gouarnamant

- Bagad Kab-Kaval er penn araok goude tro gentañ ar c'hampionad 1añ rummad

- Embannet ur soñj kentañ gant ar Vodadeg sitoaian war fin ar vuhez

- Tamm-ha-tamm e tihaner da glask an dud dindan an dismantroù e Turkia

 

Keleier kinniget gant Tomaz Laken