Radio Breizh
Badminton : ur steredenn e Rostrenn !
Disadorn ne oe ket bet forh aes an traoù aveit tud skipailh kentañ Bad'Club Rostrenn. Àr digarez un deweh kampionad etrekluboù e oa Rostrenn é-tal ar gwellañ skipailh a zo e live ketañ ar c'hampionad.
Ur reportaj get Tomaz Laken da selaou amañ.
Dilhad hengounel Breizh zo bet kaset da vro Japon !
Diriaou eo bet kaset ur jiletenn hag ur c'hoeff a vro Vigouden en tu arall d’ar bed… E Osaka, e Bo Japan oe kaset an dilhad-se get ar c'hengevread Kenleur.
Yuna Baron, karget ag ar c'hehentiñ evit ar gevredigezh oe doc'h mikro Enora Molac, a Radio Bro Gwened.
Un atersadenn da selaou amañ.
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
Keleier kinniget deoc'h get Yuna Kojan.

