Keleier ar vro d'al lun 14 a viz Du - 8e30

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al lun 14 a viz Du - 8e30

Gouzout muioc'h diwar-benn

"Al lojeiz, ur redi evit an emrenerezh : kinnigoù evit diskoulmañ ar gudenn"

Setu tem an devezh divizoù a oa bet e Gwened disadorn, diwar intrudu ar strollad "Breizh a-gleiz" soutenet gant Ensemble sur nos territoires hag Unvaniezh Demokratel Breizh. Troc'had-kaoz gant Nil Kaouisin kenbrezidant "Breizh a-gleiz", goulennataet gant Anton Burel AMAÑ.

 

26vet Gouel Bro Plistin klozet war an ton bras gant e saloñs al levrioù !

Santimant Paskal an Intañv, deus ar gevredigezh Dañs Treger, war ar gouel. Ha pennadoù-kaoz gant Frañsez Favereau ha Yann-Bêr Kemener deus an ti-embann Skol Vreizh. Atersadenn da selaou AMAÑ.

 

Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Tarzhadenn disul en Istañboul

- Arc'heskob Roazhon o kemer ar gaoz disul da heul krim person Moñforzh

- Matematikoù : un danvez ret en-dro el lise adalek an distro-skol !

- Chadennad-tud e Bourdel evit ar gwir da dremen holl arnodennoù an eil derez en euskareg

- Lazhet zo bet dañvadezed gant ur bleiz e Breizh evit an deizioù