Keleier ar vro d'ar gwener 21 a viz Here - 5e30 noz

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar gwener 21 a viz Here - 5e30 noz

Gouzout muioc'h diwar-benn

Manifesto evit ma vo doujet da wirioù sevenadurel ha yezhel ar vro c'hallo

Troc'had-kaoz gant Leandr Mandard deus ar c'henstroll Du galo en Haote-Bertègn. Pennad-kaoz gant Anton Burel da selaou AMAÑ.

War gresk ec'h a an niver a vaouezed er c'hoarioù-video !

Sell Gwenvred Latimier, c'hoarierez he deus ur chadenn Twitch anvet Geekezig. Pennad-komz gant Yuna Kojan da selaou AMAÑ.

 

Ha da selaou c'hoazh ba'r c'heleier :

- Grev ha manifestadegoù gant ar CGT d'ar 27 a viz Here ha d'an 10 a viz Du

- Seziset eo lez-varn Naoned gant ar C'homite evit an deskadurezh vrezhonek e skolioù divyezhek publik 44

- Manifestiñ a ra bepred ar broduerien-laezh stag ouzh Sodiaal

- Derc'hen a ra ar c'houlzad diwar-benn al lojañ e Breizh