Radio Breizh

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Labourat mod all, gwerzhañ o marc'hadourezh mod all ivez.@@@ 'Ba Penn-ar-c'hrann 'neus, Stephane Tourbot hag e vreur, savet ur marc'had-peizant un nebeut bloavezhioù 'zo. Ha bremañ emaint o paouez digor ur stal lec'h ma gaver ar c'hig saout ha moc'h graet ganto. Ur mod da dremen hep labourat kant dre gant gant ar stalioù bras. Selaouomp Louis Tourbot, tad o daou beizant, hag a gendalc'h da labourat ganto. ///Gant Erwan Blanchard./// Selaou ar reportaj Evit ar sizhun 'mañ gouel Plinn en Danoued, e Boulvriag. Dec'h 'oa un abadenn kantikoù, hag adalek disadorn 'vo stajoù muzik, festoù-noz, konkourioù bouloù ha muzik. Betek ar pardon 'benn dilun, ma vo konkour sonerien daou-ha-daou hag a gonto evit kampionad Breizh. Michel Diridollou zo e penn ar jeu en Danoued, lâret 'ra deomp pelloc'h war an darvoud. Deus mikro Tugdual Karluer. Selaou ar reportaj