keleier vintin

Radio Breizh

keleier vintin

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Dañjerus eo bezañ kazetennerez, a lâr RSF@@@ Gant Metig Jakez-Vargas hag Anna Kere, kazetennerezed, deus mikro Yuna Kojan. selaouit ar pennad-kaoz @@@Loc'het eo Flapakarr gant e hent war vBrezhoweb@@@ Gant Florent Grouin deus Brezhoweb, deus mikro Tunvezh w/Gwlagen-Grandjean. selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn : Derc'hel a raio Eric Zemmour da labouriñ evit ar chadenn CNews daoust d'an tamaloù a argad revel azo bet graet dezhañ Stanket voe dec'h liseioù gant al liseidi o c'houlenn ma vo tremenet arnodennoù 'zo e amprouennoù dibaouez Votet vo al lezenn war an hin hiriv gant ar Vodadeg Vroadel Manifestet zo bet dec'h enep ar chañter da sevel ar parkad tourioù-avel e bae Sant-Brieg gant ar besketourien-ezed ha difennerien-ezed an endro Kant vloaz krouidigezh bro Iwerzhon an Hanternoz a voe lidet dec'h gant an unvanourien.