keleier 8e30 vintin

Radio Breizh

keleier 8e30 vintin

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Manifestadeg e Brest evit an arzoù hag enep adreizh an asurañs dilabour@@@ Gant Yann-Edern Jourdan ha Lus Chauveau, komedianed, hag Aurélie Koum, skolaerez. Ur reportaj gant Erwan Blañchard. selaouit ar pennad-kaoz @@@Distro er skol gant ur protokol nevez@@@ Gant Adrien Gouez, skolaer, deus mikro Erwan Blañchard. selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en ouzhpenn : - 35 bloaz 'zo e oa tarzhet kreizenn nukleel Tchernobyl. - Milieroù a dud o deus manifestet disul evit ar PMA evit an holl, e "Kerzhadeg al Lesbianezed" - Aotreet e vo gant Komision Eurpa ur sikour a 100 milion a euroioù d'ar besketerezh c'hall - Evit an eil gwezh deus an istor eo aet Oskar ar gwellañ film da ur sevenourez, Chloe Zhao evit "Nomadland".