keleier 8e30 vintin

Radio Breizh

keleier 8e30 vintin

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Kollet eo merouri o frozhioù-bageal gant kumunioù Aodoù-an-Arvor@@@ Gant Goulven Morvan, dilennad kêr e Pempoull, deus mikro Gwenvael Delanoe. selaouit ar pennad-kaoz @@@Ur sal-debriñ evit Skol Diwan Pondi !@@@ Gant Annaig Rizio-Joannig, prezidantez AEP Skol Diwan Pondi. Un atersadenn gant Yuna Kojan selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn : - Dilennadegoù Rann-vro : Tennet zo bet e varregezhioù digant Thierry Burlot evel bez-prezidant en karg deus an Endro. - Harzhet o deus labourerien-ezed CROUSoù bro C'hall gant o labour dec'h. - Emgav zo roet hiriv gant labourerien-ezed Fondiri Breizh, p'emañ ar stal Renault o klask gwerzhiñ anezhi. - Implijet vo ul lodenn deus an tailhoù war an embregerezhioù evit paeañ dle ar C'hovid-19, 'n eus kinniget Bruno Le Maire dec'h. - Diskoulmoù evit dont benn deus ar bedofili e diabarzh an Iliz a vo roet e fin ar sizhun gant Kuzuliadeg Eskibien Frañs.