keleier 8e30 vintin

Radio Breizh

keleier 8e30 vintin

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Ma vo digoret ar salioù arvestoùen dro !@@@ Gant an arzourien Nolwenn Korbell ha Gweltaz Buhe, bet o vanifestiñ e Kemper dimeurzh 19. Ur reportaj gant Tunvezh wGwlagen-Grandjean. selaouit ar pennad-kaoz @@@Reiñ paperioù d'al labourerien dibaper@@@ Gant Mona, Anna ha Gwilhom, hag a oa o vanifestiñ e Montroulez dimeurzh 19. Ur reportaj gant Erwan Blanchard. selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn : Digresket eo an esperañs buhez e 2020 hervez sifroù an Insee. Hiriv eo un devezh manifestadegoù evit ar studierien. Koop ar Maskloù Gras-Gwengamp a oa he devezh labour kentañ dec'h. Ha hiriv eo devezh kentañ Joe Biden evel prezidant ar Stadoù-Unanet.