keleier 8e30 vintin

Radio Breizh

keleier 8e30 vintin

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Adskrivet vo pennad 24 lezenn ar Surentez Hollek@@@ Manifestet oa dirgwener c'hoazh e Gwengamp enep al lezenn enep demokratel-se. Brendan a oa eno deus mikro Tugdual Karluer. selaouit ar pennad-kaoz @@@Ur vered kozh a 3 800 vloaz e Plougonvelen@@@ Displegadennoù gant Reunan Mogn, deus mikro Erwan Blanchard selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en ouzhpenn : Un enklask a zo bet digoret gant prokulerezh Paris war ar mod m'eo bet gloazet an tenner poltridi Ameer al Halbi e kerzh manifestadeg disadorn enep ar Surentez Hollek. Disemglev a zo er gouarnamant etre Bruno Lemaire ha Marc Fesneau war reform al leveoù. Dec'h zo bet digoret evit mat prosez Nikolas Sarkozy e afer ar selaouerezh. Un arzh a zo bet lazhet er menezioù Pirene, an trede hini dibaoe penn kentañ ar bloaz. Savetaet eo bet ar skiper Kevin Escoffier e kerzh an noz gant Jean ar C'hamm !