keleier 8e30

Radio Breizh

keleier 8e30

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@"Timilenn", un ti-embann e brezhoneg nevez, brav evit ar vugale disleksek@@@ Gant Brendan Gwilhouzig-Gouret, unan deus krouerien Timilenn, deus mikro Tugdual Karluer. selaouit ar pennad-kaoz @@@"Koktel ar vuhez", un dastumad danevelloù farsus ha kriz war un dro@@@ Ul levr skrivet gant Jil Penneg. Un atersadenn gant Tugdual Karluer. selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezañ klevet er c'heleier-mañ en izhpenn : Hiriv e vo lakaet ar gaoz war efedoù ar muzulioù enep Kovid war al labour e Matignon, asambles gant ar sindikadoù. Goude ma vi bet kavet laboused klañv gant an influenza en Izel-Broioù, e lak ar Stad gall e plas muzulioù da wareziñ ar stalioù adalek hiriv. Kleub Handbal Brest, ar BBH, a zo bet trec'h dec'h en e 6vet krogad deus sezon Lig ar C'hampionezed, enep skipailh Odense, deus bro Danemark, 31-24. Hag e Breizh eo echuet brav disul eil koulzad ar Wave Games e beg an Dorchenn, daoust d'an amzer diroll.