keleier 9e vintin

Radio Breizh

keleier 9e vintin

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Enki Bilal e Landerne : fin ar bed e liv glaz@@@ gant Ronan Menardo deus mikro Erwan Blanchard selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezan klevet er c'heleier-mañ en izhpenn : "N'hell ket bro C'hall bezañ perzh deus gwall-danioù an Amazoni". En ur pennad skrid embannet gant ar media franceinfo, o deus peder aozadur c'hall warnugent tammalet d'ar gouarnamant chom hep ober netra evit gwareziñ ar c'hoadeier prizius. Dekadoù a viliadoù a Veralusiz o deus dibunet er straedoù dec'h ur wezh adarre, da zeusken o enebiezh d'ar galloud en plas. Gall a reer eviñ dour ar c'hrog e Penn-ar-Bed en dro, a zo bet embannet gant ar prefeti dec'h. Evit an endro koulskoude n'eo ket renket an traoù. Lig ar Gampioned : gounezet 'n eus ar Bayern enep ar PSG 1-0 Marc'h-houarn : deuet eo an titl a gampion bro C'hall gant Arnaud Demare, evit an trede gwezh